Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/402

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
doctrin ar guir gristen.

nac an oll bec’hejou veniel ne reont quet ur pec’het marvel hepquen, ha ne rentont quet ac’hanomp absoluamant indîn eus ar gommunion ; mæs ar pec’hejou-se a zisplich cals da Zoue, hac evel ma’z-eo diæz-bras diffaranti ar pec’hejou veniel eus ar pec’hejou marvel, e tleomp purifia hon ene guella ma ellomp, dre’r glac’har da veza offancet Doue ha dre’n absolven eus hon oll bec’hejou… An Doue a recevomp eo an ini a ro o guened d’ar stered ha d’an heol, impossubl eo deomp eta gallout beza re-bur, na memes pur avoalc’h evit e receo. Ar bobl a Israel a reas un arch eus a ur c’hoat ar preciussa evit lacat enni diou dablen al lezen, hac ar roue Salomon a implijas, epad seiz vloas, daou-uguent mil artisan evit sevel un templ da receo an arch-se ; mæs nî a receo er gommunion an ini en deus græt al lezen, an ini pehini gant ur vrec’h, eme ar Scritur [1], a zalc’h ar firmamant, ha gant ur vrec’h-all a vuzul goeled ar mor, an ini a laca ar meneziou er valanç ; an ini dirac pehini an oll nationou a zo evel pa na vent quet : tanquàm nihilum ante te [2]. Beachi a reomp alies, eme levr an Imitation [3], evit bizita relegou ar zænt ; joa hon deus o clêvet an actionou caër eus o buez ; admira a reomp an ilisou savet en o enor, poquet a reomp gant cals a respet d’o esquern sacr pere a gonserver etouez ar zeï hac an aour ar preciussa ; mæs er gommunion e recevomp an Doue en deus santifiet ar zænt, an Doue en deus an êe evit trôn eus e c’hloar hac an douar evit scabel d’e dreid. Jesus-Christ a lavar deomp penos evit gallout antren e sall ar banquet, e rencomp caout ar viscamant a eured [4] ; hoguen, ar viscamant precius-se, eo graç an Au-

  1. [Cf. Is. XL, 12.]
  2. [Ps. XXXVIII, 6.]
  3. [Imit. J.-C., lib. IV, ch. 1, § 9.]
  4. [Cf. Matth. XXII, 12.]