Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/403

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
371
pedervet loden.

trou Doue pehini so necesser, pe autramant e vezo amarret deomp, evel d’ar servicher-fall, hon treid hac hon daouarn, hac e vezimp taulet en devaligen exterior, da lavaret eo, ê tân an ifern. Va c’horf ha va goad, eme Jesus-Christ, a zo e guirionez, un dibri hac un eva [1] : hoguen, evel ma’z-eo noazus an dibri hac an efa d’an ini a zo clân bras, abalamour e estomac na ell mui souten netra ; evel-se ive, an dibri hac an efa spirituel-se, a zo noazus hac a ro ar maro memes d’an ini a zo clân eus a glênved ar pec’het : mors est malis, vita bonis, vide paris sumptionis quàm sit dispar exitus [2].

Caout ur feiz crê : hep ar feiz, eme an abostol, ne aller quet plijout da Zoue [3] ; sant Per [4], sant Thomas [5] ha darn-all eus an ebestel a oue reprenet gant o mæstr divin, abalamour ne oa quet c’hoas crê avoalc’h o feiz ; er c’hontrol, Abraham a oue meulet gant Doue abalamour d’e feiz crê [6], hac ar Gananeen a obtenas he requet abalamour ma oa bras he feiz, eme hor Zalver : magna est fides tua [7]… O va Doue, me a gred ive eus a greiz va c’halon quement a bropos d’în, eus ho pers, hoc’h Ilis da gredi : compren-mâd a ran penos ne allit nac hon trompla nac en em drompla hoc’h-unan, o veza ma ez-oc’h ar virionez memes, ha prest oun, gant ar sicour eus ho craç, da ober ar sacrifiç eus a guement am eus evit souten va feiz. Ia, credi a ran penos e recevin er gommunion ar Zalver adorabl-se pehini so bet concevet dre vertus ar Speret Santel ; ganet gant ar Verc’hes sacr er c’hraou a Vethlem, en deus preseguet e Aviel evit disquez deomp hent an êe, hac a so maro var ar groas evit rei deomp-oll ar vuez

  1. [Joan. VI, 56.]
  2. [Tho. Aq., Lauda Sion Salvatorem (Offic. fest. SS. Sacram.), str. 18.]
  3. [Heb. XI, 6.]
  4. [Gw. Matth. XIV, 31.]
  5. [Gw. Joan. XX, 24-29.]
  6. [Gw. Gen. XXII, 16.]
  7. [Gw. Matth. XV, 21-28.]