Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/405

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
373
pedervet loden.

dad ; da ur servicher caret e væstr : ô va C’hrouër, va zad ha mæstr souveren, ho caret a fell deomp eus a greiz hor c’halon !… C’hui hoc’h eus hor c’hrouet evit hon renta eternelamant eürus gueneoc’h en ho gloar : an êe, an douar hac ar môr a zo levriou bras pere a zesq deomp ho c’hanaout hac a lavar deomp ho caret o veza ma hoc’h eus græt pep-tra evidomp, ha nî evidoc’h, ô va Doue… C’hoas ouspen, hor c’haret hoc’h eus betec digaç evit hor prêna ho Mab unic, an objet eus ho conplezançou pehini en deus hor c’haret e-unan betec scuilla e voad dre garantez evidomp, hac en em occupi ac’hanomp en êe ha var an douar. En êe e ma, evel un alvocad galloudus o pledi evidomp-oll, advocatum habemus apud Patrem [1] ; ha var an douar e ma, er sacramant adorabl eus an auter, evel un tad carantezus evit hor sicour en hor poan ha rei deomp a bep seurt madou Spirituel : ut ditem diligentes me et thesauros eorum repleam [2]… O va Jesus, permetit ma lavarin dehoc’h gant sant Per : c’hui a oar, va mæstr divin, penos ho caran ! [3] Pe autramant gant S. Paul [4] : nan, nan, va Doue ; nac an naon, nac ar sec’het, nac ar vuez, nac ar maro, netra er bed ne allo lemel diganeen ar garantez am eus evidoc’h ! Ia , guel eo gueneen quitaat va bro ha va c’hærent, coll va madou ha va buez eguet coll ho carantez dre’r pec’het, ô va Doue! O Jesus, ho pizita a rin alies er sacramant sacr eus an auter, hac ato en em dennin gant poan evel sant Frances Borgia, hac en ur lavaret gant un c’hantic devot [5] :

Quen a vezo, va Jesus, va c’horf a ia d’ar guær ;
Mæs ma c’halon a chomo gueneoc’h var an auter !

  1. [I. Joan. II, 1.]
  2. [Prov. VIII, 21.]
  3. [Cf. Joan. XXI, 15-17.]
  4. [Cf. Rom. VIII, 35.]
  5. […]