IV. Pe seurt effejou a brodu ennomp ar gommunion santel ? Hon unissa ra gant Jesus-Christ ; nevezi a ra en hor speret ar memor eus e bassion hac eus e varo ; cresqui a ra ennomp buez ar c’hraç, ha beza ez eo evidomp un ærez eus ar vuez eternel. O sacrum convivium ! [1]
1° Hon unissa ra gant Jesus-Christ, dre fæçon ma reomp neuse hon demeuranç e Doue, ha Doue ennomp : qui manducat meam carnem et bibit meum sanguinem, in me manet et ego in illo [2]. Goude ar gommunion, ne vevomp mui, eme an abostol, nemet eus a vuez Jesus-Christ, abalamour ma zomp deut da veza ar memprou eus e gorf sacr : qui adhæret Domino, unus spiritus est, quia membra sumus corporis ejus [3]… O caëra, ô admirapla, ô preciussa union ! An union-so etre diou galon pere a seblant beza græt an eil evit eben, etre daou speret pere o deus ar memes songesonou, etre daou dam coar teuzet ha mesquet assamblez, ne dê nemet ur squeuden comparachet gant an union a so etre Jesus-Christ hac an ini e receo ; rac ne dê quet eus an union-ma, eme sant Augustin [4], evel eus an union-so etre ar c’horf hac ar vagadurez a guemer, rac ar vagadurez-ma eo a so cenchet ennomp, eleac’h nî eo ar re a so cenchet e Doue dre’r gommunion santel, dre fæçon ma c’hallomp lavaret, gant guirionez, goude beza communiet : beva a ran, pe, evit lavaret-mâd, ne dê mui me eo a vev, mæs Jesus-Christ eo a vev ennon [5].
2° Nevezi ra en hor speret ar memor eus a bassion hac eus a varo hor Zalver pehini, goude beza communiet e ebestel, a lavaras dezo : grit quemen-ma e memor d’în : hoc facite in meam