Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
quenta loden.

souffr. Evel-se ar bobl a Israel a zistroe præst ous Doue, pa vize punisset gantan, hac evel-se ive cals a bec’herien o deus c’hoas ar honor d’en em anaout pa ro Doue dezo ur c’hlênved pe un affliction-bennac.

Pep tra-oll a erru eta, dre an urz eus ar Brovidanç divin pehini a veill var bep-unan ac’hanomp ha var an oll draou crouet, cetu ama un ezempl bennac tennet eus ar Scritur : Joseph [1] guerzet gant e vreudeur ha cacet en Ægypt a voue taulet en ur prison tênval ; mæs Doue n’en abandonas quet : sortial a reas eus e brison ha dont a eure da veza ar c’henta en Ægypt, var-lerc’h ar roue : e vreudeur, en o dienez, en em bræsantas dirazan hep en anaout, hac o veza er c’hlêvet o lavaret e oa Joseph a guemeras cals a spount ; mæs respont a reas dezo : n’ho bezit aoun-ebet, dre urz ar Brovidanç divin eo erruet quemen-ma oll... Pharaon [2] courroucet a enep ar bobl a Israel, a ordrenas ma vize exposet var ur ster-vras hanvet an Nil, oll vibien nevez ganet ar bobl paour-ma : Moyses eta o veza bet laqueet en ur baner vroen, var an dour, merc’h Pharaon pehini er guelas, en ur bourmen, a guemeras truez outhan hac a roas urz d’er maga ha d’er zevel ê cuz. Piou nemet ar Brovidanç a gunduas eno merc’h Pharaon hac a inspiras dezi an dezir da zavetei Moyses pehini a oa choaset gant Doue evit dilivra e bobl ?... Saül [3] en em bræsant dirac ar profet Samuel evit goulen quëlou [sic] eus a azened e dad pere a oa dianquet, hac a zo en instant-se memes sacret roue a Israel dre urz Doue e-unan a behini an dorn invisibl er c’hunduas da gaout Samuel... Hep parlant eus a draou-queit--

  1. [Gw. Gen. XXXVII sqq.]
  2. [Gw. Ex. I-II.]
  3. [Gw. I. Reg. IX.]