vicher pehini a gar an drouc hac a guntunu d’e ober, evel-se Doue na ell quet, hep blessa e justiç, pardoni d’ar pec’her obstinet en e bec’het.
II. Certen eo 1° penos ez-omp obliget da ober pinigen, da lavaret eo, da zetesti hor pec’hejou ha da satisfia, da viana en heur ar maro. Rac p’heur er graimp-nî, ma n’er greomp neuse ? Goude’r maro, ne ellomp militout netra : quia in inferno nulla est redemptio [1]… Certen eo 2° penos na ellomp quet, hep cometi ur pec’het nevez, differi hor c’honversion betec ar maro ; rac ar Scritur a lavar deomp : ne zaleit quet da zistrei ous Doue : ne tardes converti ad Dominum [2]; na zifferit quet ho conversion a zeiz da zeiz : ne differas de die in diem [3]. An ini, eme sant Gregor, en deus prometet ar pardon d’ar pec’het, n’en deus quet prometet dezan an amzer da zont [4]. Conversion ar re a zo var ar poent da vervel, a zo, ordinalamant, ur gonversion varo, eme sant Augustin [5]. Eus a vil, eme sant Jerôm, pere o devezo bevet er pec’het, ne vezo quet unan hac en devezo ur maro-mâd [6]; en effet, ar maro ne deo nemet an eclêo eus ar vuez : an den, eme ar Speret Santel, a zestumo ar pez eu devezo hadet : quæ seminaverit homo, hæc et metet [7] … Certen eo 3° penos ez-omp obliget d’en em excita d’ar glac’har da veza pec’het ha da satisfia ; rac gourc’hemennet eo deomp sacramanti, da viana bep bloas, hoguen ne aller na rei na receo sacramant-ebet e stad-vâd, bep ur guir glac’har da veza offancet Doue… Certen eo 4° penos e tleomp ober pinigen, da lavaret eo, detesti hor pec’hejou querquent a ma hon deus bet ar goal-eur d’o c’hometi, rac autramant e collomp an amzer o
- ↑ [Offic. defunct., III. Noct., Resp. ad lect. VII.]
- ↑ [Eccli. V, 8.]
- ↑ [Ibid.]
- ↑ [Greg. M., Homil. in Evang. I, 12, § 6 : qui pœnitenti veniam spopondit peccanti crastinum diem non promisit.]
- ↑ [Gw. Aug., Serm. 393.]
- ↑ [Euseb., Epist. de morte s. Hieron. : Vix de centum millibus hominum quorum mala fuit semper vita unus meretur a Deo indulgentiam..]
- ↑ [Gal. VI, 8.]