a so avoalc’h evit effaci ar pec’hcjou dre voyen ar sacramant pehini-so effedus dreizan e-unan, elleac’h ar vertus a binigen ne dê effedus nemet dre œuvrou an ini he receo digant Doue : sacramentum agit ex opere operato, virtus autem pœnitentiæ ex opere operantis (Theol.)… 2° Surroc’h, abalamour ma’z-eo brassoc’h ners ar sacramant, hac abalamour ar belec pehini a zalc’h plaç an Autrou Doue, er gador santel eus ar binigen, a lavar deomp eus e bers penos hon oll bec’hejou a zo pardonet.
Ar sacramant a binigen a zo ur sacramant dre behini ar gristenien, glac’haret da veza offancet Doue, coësseet ha resolvet da satisfia, a receo, dre vertus an absolven, roet gant ur belec aprouvet, ar pardon eus an oll bec’hejou o deus cometet.
1° Ur sacramant, da lavaret eo, ur sîn sansibl eus a ur c’hraç invisibl, instituet gant Jesus-Christ evit hor santifia. Beza ez-eo ur sîn sansibl eus a bers ar pænitant pehini a goëss e bec’hejou, hac eus a bers ar c’hoëssour pehini ro an absolven. Ar zîn-se a brodu ar c’hraç, rac an ebestel hac o successoret er veleguyach o deus recevet ar galloud da effaci ar pec’hejou, ar pez na ell beza græt nemet dre c’hraç an Autrou Doue : quis potest dimittere peccata nisi solus Deus ? [1] Doue hepquen a ell staga ous a sinou exterior, evel ar sacramanchou, ar vertus da brodui ar c’hraç. Ar sacramanchou a zo instituet evit hor santifia, da lavaret eo, evit rei deomp ar c’hraç santifiant hac habituel pehini hon devoa collet dre’r pec’het marvel. Pebes coll ! mæs ive pebes bonor gallout
- ↑ [Marc. II, 7.]