Ar gontrition so ur glac’har er galon da veza offancet Doue, gant ur propos ferm d’en em viret ous ar pec’het en amzer da zont. Ar gontrition a zo absoluamant necesser evit beza pardonet : aroc guinivelez hor Zalver, ne oa moyen-all ebet d’en em reconcilia gant Doue ; ha goude e c’hinivelez, ar gontrition a zo c’hoas necesser evit receo ar pardon eus hor pec’hejou : ur c’hrouadur evit beza pardonet gant un tad just, a renq caout queuz da veza dizentet ; evel se an den aroc beza pardonet gant Doue, a renq caout queuz da veza pec’het… Peder galite a zo requis evit ur guir gontrition, da lavaret eo, ar gontrition a dle beza interior, surnaturel, universel ha souveren.
1° Interior, da c’houzout eo, penos ar glac’har a dle beza er galon, ha non pas var bec an teod. Ar Yuzevien, goude beza græt un drouc-bennac, pe gollet unan-bennac eus o c’hærent, a zifreuze o dillad ; mæs ar profet Joel a lavare dezo : difreuzit ho calonou, ha non pas ho dillad : scindite corda vestra et non vestimenta vestra [1]. Ar bobl-se, eme Zoue, am enor divar bec e deod, mæs e galon a zo pell diouzin [2]. An andret a behini e sorti ar pec’het eo a dle beza punisset ; hoguen eus ar galon eo sorti ar pec’hejou, eme ar Speret Santel : ex eo enim exeunt cogitationes malæ, adulteria, blasphemiæ [3]. Ne dê quet eta avoalc’h ober actou a gontrition, na lavaret da Zoue hon deus queuz da veza en offancet, ar c’heuz-se a dle beza er galon.
17