2° Ar gontrition a dle beza ive dreist-natur en he zourcen hac en he motivou. En he zourcen, ratione principii ; Doue eo ar zourcen a guement-vâd-so, hep e zicour na ellomp netra : sine me nihil potestis facere [1]; evit en em gonvertissa eo necesser deomp caout e c’hraç : convertissit ac’hanon, ô va Doue, eme ar profet, hac e vezin convertisset [2] ; cuëza reomp dre hor fragilite hon-unan, mæs evit sevel, e rencomp caout sicour Doue. Ar gontrition a dle beza ive dreist-natur en he motivou, da lavaret eo, e tleomp beza glac’haret, abalamour, dre’r pec’het, hon deus græt un injur incomprenabl da Zoue, ar guella eus an oll dadou, hon deus crucifiet a nevez hor Zalver Jesus-Christ, collet ar barados ha meritet an ifern. Mar de veniel ar pec’hejou hon deus græt, e tleomp songeal penos ar pec’het a zisplich infinimant da Zoue, penos an ini a zispris ar pec’hejou-bian a guëzo hep dale er re-vras, eme ar Speret Santel [3], ha penos eo guel, eme sant Augustin, coll ar bed-oll, ma tepante diouzomp, eguet cometi ur pec’het veniel hepquen [4]. O Doue, piou a ell eta compren ar grevusded eus ar pec’het ! henvel eo ous a ur mor bras a behini ne all den tizout ar goelet ! ouz a un abym e pehini en em goller, hep gallout biquen en em denna !
3° Ar gontrition a dle c’hoas beza universel, da lavaret eo, e tleomp caout glac’har eus hon oll bec’hejou, da viana marvel, hep excepti nicun. Hor pec’hejou ne allont beza effacet nemet dre’r guir binigen, hoguen ar guir binigen a ra deomp detesti hon oll bec’hejou etre ma zint offançou da Zoue ; evel-se ar Scritur a lavar deomp : en em gonvertissit ha grit pinigen eus hoc’h oll