Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
doctrin ar guir gristen.

all tremenet, consideromp ar pez a dremen bemdez dirazomp : guelet a rit penos an douar hac ar guez a ro, bep bloas, o frouez ê poent hac en amzer ? Penos an traou communna eo an traou utilla d’an den, ha penos an traou noazus a zo dibot ha diessoc’h da gaout : evel-se ur c’hreunen a ro cant evit unan, mæs al louzaou bilimus n’en em broduont quet er memes tra. An tân, ar glao, an avel, an tempest, ar gurun a zent ous ar vouez a Zoue pehini a c’houarn quement-so : adoromp eta, ha meulomp ar Brovidanç divin bepret hac e pep amzer ! bezomp leun a fizianç ê Doue pehini a guemer sourci ac’hanomp hac hor c’hundu hervez e volontez.

var ar mysteriou principala eus hon religion,
ha var ar scritur sacr e general

Ur myster a zo ur virionez, discleriet gant Doue, pehini na ellomp quet da gompren. 1° Ur virionez : Doue a zo e-unan ar virionez dre na-tur : na ell nac en em drompla, na beza tromplet, nac hon trompla hon-unan ; quement a recevomp eus e berz a zo eta guirion. 2° Discleriet gant Doue : an Autrou Doue o velet penos an den a oa coëzet, dre ar pec’het, en un devaligen hac en un dallentez ar vrassa, en deus, dre e vadelez evit hor sicour, discleriet deomp certen guirionezou pere a dleomp da anaout ha da gredi evit beza salvet. 3° Etouez ar guirionezou discleriet deomp gant Doue, ez-eus cals a ne allomp quet da gompren : ha quemen-ma evit exerci hor feiz, ha rei deomp leac’h da vilitout dirac Doue. Ne gomprenomp quet ar mysteriou a gavomp en