Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/421

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
389
pedervet loden.

pehini en deus aon rac ar pec’het, non pas abaamour ma vilit beza punisset, mæs abalamour ma c’hoffanç un tad mâd ha carantezus : an eil a zo evel un doujanç a esclav pehini n’en deus aon nemet rac ar bunission. Cousgoude, un drâ vâd eo dougea justiç an Autrou Doue, rac an doujanç-se a gommanç ar guir furnez [1] hac a deu a vechou da arreti ar bec’herien vrassa e creiz o dizurzou ; tauliou int, eme ar c’honcil a Drant [2], pere a sco ar Speret Santel var dor ar galon, ha petra-bennac ne laca quet an heol eus a justiç Doue da bara enni, e laca da viana an deiz, da c’houlaoui ; un disposition eo d’ar garantez, eme sant Augustin [3] : en effet, an ini en deus spount rac poaniou an ifern, ha desir da veza eternelamant gant Doue en e varados, a dle caout da viana ur gommançamant a garantez Doue, rac den ne fall dezan chom pell e compagnunez adversourien… Profitaploc’h d’an den : renta ra æz ar poaniou a gaver e servich Doue, rac un ene convertisset-mâd a lavar evel breudeur Joseph : militet hon deus quemen-ma : meritò hæc patimur [4] ; pe, evel ar roue David : ra viot meulet, ô va Doue, da veza va humiliet [5] ; pe autramant evel al laër deo : militet hon devoa, dre hor goal vuez, an tourmanchou a souffromp : digna factis recepimus [6]. Ar gontrition barfet hon reconcili gant Doue aroc an absolven, ar sacramant ne ra nemet cresqui ennomp graçou Doue ; elleac’h, gant an attrition, ne allomp beza pardonet nemet dre voyen ar sacramant. An eil gontrition hac eben, evit beza mâd, a renq caout ar peder galite a bere hon deus parlantet, da lavaret eo, e rencont beza interior, dreist-natur, universel ha souveren, gant ar pro-

  1. [Prov. I, 7 : Timor Domini principium sapientiæ.]
  2. [Ne gaver seurt tra en aktoù ofisiel ar c’honsil.]
  3. [Dispositio as caritatem : Tho. Aq. (neket Aug.), Super I. Sent., dist. XVII, q. 2, art. 5, ad 4um (ha lec’hioù all).]
  4. [Gen. XLII, 21.]
  5. [Cf. Ps. CXIX, 67 (?).]
  6. [Luc. XXIII, 41.]