Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/424

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392
doctrin ar guir gristen.

cusi, en em ziscleria coupabl, ha non pas en em iscusi ha nebeutoc’h c’hoas en em vanti, pe en em bompadi, nac ober conchou. Ar goëssion a dle beza græt gant humilite, rac ar pec’her a dle en em gonsideri e præsanç e goëssour evel e præsanç e varner. Ne dle derc’hel e zaoulagad digor nemet evit guelet an niver hac ar grevusded eus e bec’hejou, hac evit en em humilia dirac Doue, evel ar publican e traon an templ [1]. Sul-vrassoc’h e vezo e humilite hac e c’hlac’har, sul-guentoc’h e vezo pardonet gant Doue.

Pehini a ra ar pec’her e-unan : an ini en deus cometet ar pec’het, eme ar c’honcil a Drant [2], eo an ini-so obliget d’er c’hoës, non pas dre lizer na dre voyen un all, eme ar pap Clemant eizvet [3], mæs pep-ini dre e c’hinou bac e goms e-unan. Cousgoude, an dud vud-so obliget da goës dre scrid pe dre zîn, hervez o galloud, hac ar re ne ouzont quet langach ar vro a zo obliget d’en em zervichout a sicour un all pehini a zo neuse quen obliget hac ar c’hoëssour da viret ar secret.

Secretamant : guechal an Ilis a ordrene coës publicamant certen pec’hejou public hac ober publicamant pinigen anezo ; mæs quemen-se a zo hirio difennet ; n’ez eus mui nemet ur gouent-bennac da bere e permeter c’hoas heuill ar c’hustum-ma, hac en em accusi an eil eguile eus o fautou public, hac eus ar fautou cometet a-enep reglen ar gouent : accusat se justus, deindè surget frater et accusabit eum [4]. Ar goëssion-so brema un accusation secret ; ar c’hoëssour hac ar pænitant a zo obliget da viret ar brassa silanç. An oll lezennou divin ha civil a recommand d’ar c’hoëssour

  1. [Gw. Luc. XVIII, 10-13.]
  2. [Catech. Trident., II, 5, q. 52.]
  3. [Decret. “Tam superiores”, 16 a viz Mae 1594.]
  4. […]