Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/431

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
399
pedervet loden.

obliget absoluamant, hac an ini na gomet pec’het marvel-ebet epad ar bloas, ne dê quet ret dezan coës da Basq aroc communia. An doctrin-ma eo doctrin ar c’honcil a Drant [1] pehini a entent ive er faegon-ma corazou ar c’honcil a Latran [2], dre bere eo ordrenet deomp coës d’hor belec propr hon oll bec’hejou. D’hor belec propr, da lavaret eo, d’hor pastor pe d’ar veleyen-all pere a labour assamblez ganthan : hon oll bec’hejou, da lavaret eo , da viana hon oll bec’hejou marvel, peguer grevus ha peguer-mezus-bennac e c’hallont beza ha peguer bras-bennac e c’hell beza an niver anezo.


Petra-so necesser evit ober ur goëssion-vâd ?
C’huec’h trâ.

I. E renquer goulen sclerigen ar Speret Santel : evit ober ur goëssion-vâd eo necesser deomp anaout, detesti hor pec’hejou, hac en em gonvertissa : hoguen, ne allomp quemen-ma, nemet dre sicour an êe : goulennomp eta a greiz hor c’halon, evel sant Augustin, ar c’hraç da anaout-mâd an Autrou Doue, ha d’en em anaout-mâd hon-unan : noverim te, noverim me ! [3] En em anaout hac en em zisprisout eo a ra ar guir furnez, hervez levr an Imitation : se cognoscere et despicere summa sapientia est [4]. Sant Frances Borgia en em gave mâd e pep leac’h, abalamour m’en devoa sourci, emezan, da gaç e pep leac’h en e roc an anoudeguez anezan e-unan [5]. Leveromp eta, da guenta, ur beden-bennac evit goulen ar c’hraç d’en em anaout.

II. Examinomp-mâd hor c’houstianç : aroc

  1. [Sess. XIII, can. 9 hag 11 (a-zivout ar gomunion).]
  2. [Concil. Lateran. IV, can. 21, “Omnis utriusque sexus…”.]
  3. [Aug., Soliloq. II, 1, 1.]
  4. [Cf. Tho. Kemp., Imit. Chr., I, 2, 4 (ad verb. : Hæc est altissima et utilissima lectio, sui ipius vera cognitio, et despectio).]
  5. […]