quid ? ubi ? quibus auxiliis ? cur ? quomodo ? guando ? [1] 1° Quis ? piou oc’h, hac e pe stad en em gavit ? ha c’hui-so angaget er briedelez ? consacret da Zoue, pe diangach ? rac, suposit ho pe cometet ur pec’het lubric, ar pec’het-se a vezo diffarant, hervez an diffaranç eus ho condition hac eus ho stad : etre tud diangach, eo hepquen fornication : cometet gant un den dimezet, eo un aoultriach, ha gant un den consacret da Zoue, ur sacrilach. 2° Quid ? pe seurt pec’het eo ; laza ne dê quet canna hepquen ; brassoc’h pec’het eo laërez cals a draou eguet laërez nebeud a drâ : laërez bioc’h ur paour eguet laërez bioc’h un den pinvidic… 3° Ubi ? e peleac’h ? hac en ilis eo hoc’h eus scoet pe laëret? ha dirac cals a dud eo hoc’h eus blasphemet, drouc-preseguet, pe laëret ?… 4° Quibus auxiliis ? gant petra ? dre valiç, pe hep songeal ?… 5° Cur ? perac ? hac evit noazout d’an nessa eo hoc’h eus lavaret ar guær-se ? hac evit en em ficha da blijout d’an dud eo hoc’h eus collet hoc’h amzer?… 6° Quomodò ? penos ? pe seurt moyenou hoc’h eus implijet evit dont a ben eus ho tessin ?… 7° Quandò ? p’heur ? epad an ofiç divin eo hoc’h eus-hu evet ? danset ? aliet hoc’h eus-hu ar re-all da ober eveldoc’h ?… Mar gouzoc’h just, ped guech hoc’h eus cometet ar memes pec’het, e tleit lavaret just ped guech en deiz, er sizun, er mis, er bloas, epad ar goëssion, ne dê jamaes permetet henvel den : dihoallit ive da rei da anaout, en ur fæçon bennac, ar re o deus pec’het assamblez gueneoc’h.
- ↑ [Lavar boutin (alies lakaet war gont Kwintilian).]