Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/435

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
403
pedervet loden.


P’heur e tleer ober ur goëssion general ?

Ur goëssion ordinal eo an ini a reomp pa goëssomp hor pec’hejou abaoue hon diveza coëssion : ober a rer ur revu pe gommancer adalec ur goëssion general a vez bet græt, pe autramant, pa zisclerier ar pec’hejou brassa eus ar vuez, evit en em excita da ur glac’har brassoc’h, hac evit receo a nevez avisou-mâd hor c’hoessour : ar goëssion a c’halver general, pa goësseer an oll bec’hejou cometet adalec commançamant ar vuez, pe adalec ur certen amzer merquet, pe int-so bet c’hoas coësseet, pe ne dint quet… Ar goëssion general a zo avechou necesser, avechou util-bras ac avechou noazus. Necesser eo, 1° pa vez græt fall ar c’hoëssionou tremenet, ar pez a erru e meur a fæçon : dre zefaut d’en em examina ; dont a rer da goës hep beza en em præparet, da lavaret eo, hep heza goulennet sclerigen ar Speret Santel evit en em anaout, hac hep beza quemeret ur zourci ordinal d’en em examina ; lavaret a ran, ur sourci ordinal, rac quemen-se a zo avoalc’h, hervez ar c’honcil a Drant pehini a zesq deomp penos an examin a goustianç na dlê quet beza un tourmant [1]. 2° Defaut caout queuz ha glac’har da veza offancet Doue : ne grete den peguer commun eo ar mancamant-ma : ar glac’har nac ar propos ferm a bere e parlantomp, a anavezer dre ar cenchamant a vuez ha dre an oberou, evel ma c’hanavezer ar vezen eus ar frouez a zoug : considerit eta mâd ho puez hac en em varnit hoc’h-unan. 3° Defaut beza sincer : ne gaver nemet-re a gristenien pere-so possedet gant an

  1. [Cf. Catech. Trident., II, 5, q. 58 (dre vras).]