Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/436

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
404
doctrin ar guir gristen.

drouc speret-mud adalec o bugaleach, evel an den yaouanc a behini e parlant an Aviel : pa c’houlennas hor Zalver digant e Dad abaoue pegueit e oa possedet er c’his-se, e respontas : ab adolescentia [1] : a vianic ; evel-se ive cals a dud possedet gant an drouc speret o deus græt sacrilachou ar re horrupla, defaut coës o oll fec’hejoù. 4° Defaut, avechou, restitui ar pez a vez goal guemeret, pe rapari an tor græt d’an nessa en e reputation pe en e vadou… Ar goëssion general a zo util pa en em gaver en ur goal habitud bennac a bell-so ; pa rer ur retret evit lacat hor c’houstianç e repos ; pa cencher a stad a vuez, evit en em zisposi guelloc’h da antren er stad nevez-se… Ur goëssion general a zo noazus d’an dud scrupulus-se pere ne vezont jamæs contant anezo o-unan, nac eus o c’hoëssour.


ar zatisfaction : he nécessité.

I. Petra eo ar zatisfaction ? Ar guer satisfia, satisfacere, a sinifi ober avoalc’h : satisfia da Zoue ha d’an nessa a sinifi ober avoalc’h evit contanti Doue hac an nessa : satisfia a sinifi ive paea hor dlê… Ar zatisfaction, consideret evel an teirved loden eus a sacramant ar binigen, a so : receo a galon-vâd, hac ober ar binigen roet deomp gant ar c’hoëssour evit satisfia da Zoue ha d’an nessa, hac evit effaci, guella ma ellomp, ar boan temporel pehini a chom ordinalamant da effaci, goude m’hon deus recevet, dre’n absolven, ar pardon eus ar poaniou eternel pere a vilitemp.

Receo a galon-vâd : mar recevomp an absolven gant an dispositionou requis, ha gant ur

  1. [Matth. IX, 20 : “ ab infantia”]