volontez sincer da ober ar binigen a vezo roet deomp, hor pec’hejou a vezo pardonet ; mar mancomp goude d’hor pinigen dre neglijanç, e cometomp ur pec’het nevez, mæs quemen-se ne vir quet na oa pardonet deomp ar pec’hejou bon devoa coësseet. Er c’hontrol, ma n’hor boa quet, pa recevemp an absolven, ar volontez sincer da ober ar binigen ordrenet deomp, ini-ebet eus hor pec’hejou ne de pardonet, rac, hep ur volontez absolu da satisfia, na eller quet beza justifiet, eme ar c’honcil a Drant [1] hac ive oll doctoret an Ilis. Ma ne allomp quet ober ar binigen roet deomp, abalamour da ur c’hlênved pe da un accidant-all bennac nevez erruet, e rencomp, da viana, caout an dezir d’e ober ; evit beza justifiet, eo ret, eme ar memes concil, satisfia en effet, pe gaout un dezir absolu d’en ober : ad justificationem satisfaciendum est in re vel in voto [2].
2° Evit satisfia da Zoue ha d’an nessa : Doue hac an nessa outraget dre’r pec’het o deus ur guir absolu da veza apezet : impossubl eo deomp, ac’hanomp hon-unan, apezi an Autrou Doue na satisfia d’e justiç ; mæs en ober a ellomp dre vilitou Jesus-Christ, oc’h unissa hor pedennou, hor poaniou hac hon oeuvrou-mâd gant e rê ; hac o veza m’en deus satisfiet evidomp var ar groas, ha ma promet deomp ar pardon hac ar vuez eternel, e condition m’hon devezo recours dezan, ha ma raimp pinigen evel ma c’hordren an Ilis, da lavaret eo, nemet hon devezo queuz da veza pec’het, nemet e coëssaimp hor pec’hejou hac e vezimp resolvet da satisfia, var bouez quemen-ma oll, hon deus, dre justiç, ur guir absolu da veza pardonet : meremur veniam ex condigno,