quia, ex promissis, habemus jus strictum ad veniam vel ad mercedem æternam, et non tantùm ex congruo, ut evenit quandò speramus tantùm nos aliquid accepturos, sed non ad hanc rem jus strictum habemus (Theol.).
3° Hac evit effaci, guella ma ellomp, ar boan temporel, etc. : un articl a feiz eo penos Doue a ell pardoni, hac a bardon en effet, avechou, ar pec’het hac an oll boan eternel ha temporel dleet dezan : evel-se e pardonas d’al laër deo ; evel-se ive en deus pardonet, e pardon c’hoas, hac e pardono, betec fin ar bed, hervez e volontez, pa vêl e vez evithan ur garantez parfet : Doue, eme sant Ian, a zo carantez, ar re o deus ur garantez parfet evithan, a ra o demeuranç e Doue : Deus charitas est ; qui manet in charitate, manet in eo [1]. Ar guir garantez a rent an den exant eus a bep pec’net hac eus a bep tach, eme sant Ian-Chrisostom : ubi charitas, omnia sublata mala [2]. Mæs ur virionez a feiz eo ive penos Doue, o pardoni d’ar pec’her, n’er c’huita quet ato eus ar boan temporel dleet d’e bec’het, mæs cench a ra ar boan eternel a vilite, e poaniou temporel brassoc’h pe viannoc’h, hervez grevusded ar c’hrim ha dispositionou ar paenitant.
II. Ar satisfaction a zo absoluamant necesser : Adam a voue pardonet dezan e bec’het, mæs pebes pinigen ne rancas quet da ober epad nao c’hant vloas ha tregont ma vevas goude ? [3] Ar bobl a Israel a vurmulas a-enep Doue pehini er pardonas evit guir, mæs penini ive er c’hondaonas da dremen daou-uguent vloas en desert, ha da vervel eno, hep caout an heur da antren en douar prometet [4]. Ar profet Nathan a annonças da Zavid