rum a oa hanvet rum ar voëlerien, abalamour ar bænitantet-ma a chom er porchet hep gallout antren en ilist hac a suplie en ur voëla an dud fidel a antree en templ da bedi evitho. An eil rum a oa hanvet rum an auditoret, abalamour an dud-ma o devoa permission da chom en ilis evit selaou an instructionou, goude pere e sortient aroc an offertor. An deirved rum a oa hanvet rum an dud prostemet, abalamour ar re-ma, goude beza clevet an instructionou hac assistet ive en oferen betec an offertor, en em brosterne var bave an ilis epad ar pedennou public a vize græt evitbo, goude pere e sortient. Ar bedervet rum a c’halvet rum an assistantet, abalamour ma c’hassistent en oll bedennou public ha memes en oferen, mæs ne allent quet communia aroc m’o devize echuet o finigen na recevet an absolven publicamant eus o oll fec’hejou… An impalaer Theodos a rencas ober ar binigen bublic ordrenet dezan gant sant Ambroas, ar pez a zisquez penos an oll dud, rouanez, noblanç ha partabl, a renque en em zoumeti d’ar binigen bublic. Evel-se, hervez ma lennomp er pinigennou canonic (dans les canons pénitentiaux), evit beza danset da zul, e renquet yun divar bara ha dour epad tri bloas : an ini en devize touet var ar gaou, a renque yun epad daou-uguent devez, er memes fæçon ; hac an ini en devize injuriet e dad pe e vam, hep memes o squei, a renque ober pinigen epad seiz vloas.
An Tadou zantel eus an Ilis a c’halv ar binigen ur vadiziant laborius ha poanius, ur vouillen a zaëlou, ar planquen a bræsant Doue d’an den goude ma’z-eo bet cuëzet er mor eus ar pec’het ; hoguen evel ma teu d’en em goll an ini a ziscroc