Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/441

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
409
pedervet loden.

eus âr planquen pehini en dalc’he var an dour, evel-se ive ar bænitantet a deu da guitaat o santimanchou a c’hlac’har ha da negligea o finigen a guez, hep dale, er stad miserabl eus ar pec’het a behihi e oant en em dennet. Ar medicin na dle interrogi an den clân nemet evit rei dezan ar remejou capabl d’e barea, evel-se ar c’hoëssour ne guemer anoudeguez eus a interior e bænitant, nemet evit gallout e dreti hervez e ezom, hac a ordren dezan ur binigen broportionet d’e zispositionou ha d’ar grevusded eus e bec’hejou.




VAR AN NOUEN


Petra eo an nouen ?

1° Noui, ungere, a sinifi ober onctionou : an nouen a zo an onction diveza a receo an den : an onction guenta a recevomp deiz hor badiziant hac a sinifi ar c’hraç hac an ners a bere hon deus ezom evit en em zifen a-enep adversourien hor silvidiguez epad hor yec’het, evel ma sinifi an onction diveza, an ners hac ar graçou a c’houlennomp evit beza victorius var ar memes adversourien hac ac’hui [sic] -mâd hor buez. Beza ez eus daou seurt oleo pere a vez o daou consacret gant an escop solanelamant d’ar yaou amblid ; an oleo a behini en em zervicher evit ar vadiziant, ar gonfirmation hac an urs, hac an oleo gant pehini e vez roet an nouen. An oleo-ma a zo composet a eol olivez ba consacret evit noui ar re glân. Oleo ar gatechumenet, pe an oleo quenta a behini en em servicher aroc rei ar vadiziant, a zo compo-

18