Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/443

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
411
pedervet loden.

tuet evit soulajamant spirituel ha corporel ar re glân, ha da guenta evit o soulajamant spirituel ; rac effaci a ra ar pec’hejou veniel chomet hep beza effacet hac ar rest eus ar pec’hejou-all, da lavaret eo, an dic’hout pehini a chom c’hoas gueneomp evit an traou spirituel, goude ma vez effacet hor pec’hejou dre an absolven : effaci a ra ive ar poaniou temporel dleet d’hor pec’hejou, mui pe nebeutoc’h, hervez dispositionou ar c’hlânvour : peccati religuias abstergit (Conc. Tr.) [1]. Mar de coupabl ar c’hlanvour, e bec’hejou a vezo pardonet dezan, eme an abostol sant Jacques : si in peccatis sit, remittentur ei [2]; da lavaret eo, e bec’hejou veniel, hervez ar c’honcil a Drant : rei a ra d’an dud clân ur soulajamant-vras en o foan, allevabit eum Dominus [3], da lavaret eo, e recevomp neuse an ners, ar sclerigen hac ar gourach a bere hon deus ezom en amzer e pehini an drouc speret a ra e oll bossubl evit gounit varnomp ar victor… D’an eil, an nouen a zo ive instituet evit soulajamant corporel ar re glân, da lavaret eo, eme ar c’honcil a Drant, Doue a ro dezo quentoc’h ar yec’het, pa vêl ez eo evit mâd o ene [4]. Ar belec a ell lavaret gant guirionez d’an den clân ar pez a lavaras ar profet Isaï da Ezechias : laquit urs-vâd en hoc’h afferiou, rac mervel a reot [5]; cousgoude, e c’hallit c’hoas esperout e roi Doue deoc’h ar yec’het, rac ar sacramant a recevit, a zo ive instituet evit ho soulajamant corporel, ha marteze e c’hastenno Doue deoc’h ho puez evel ma c’hastennas d’ar roue Ezechias pehini a oa bet eveldoc’h clân-bras ha var ar poent da vervel. Evit receo an nouen, eo ret beza clân hac en danger a varo ; mæs na dleomp quet cousgoude

  1. [Concil. Trident., Sess. XIV, De sacram. extr. unct., cap. 2.]
  2. [Jac. V, 15.]
  3. [Concil. Trident., l. cit.]
  4. [Ibid.]
  5. [Is. XXXVIII, 1 : Dispone domui tuæ, quia morieris tu, et non vives.]