Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/450

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
doctrin ar guir gristen.

arog hepquen a c’holo o fultrin : epad ar Veni, Creator, an escop a frot gant oleo ar gatechumenet an diabars eus a zaouarn an dud a ordren beleyen, o furmi ur groas adalec an daou veud betec an daou vis quenta, hac o pedi an Autrou Doue ma vezo benniguet, consacret ha santifiet quement a vezo benniguet, consacret ha santifiet gant an daouarn-se : ut quæcumque benedixerint, benedicantur, et quæcumque consecraverint, consecrentur et sanctificentur in nomine Domini Jesu-Christi [1]. An oleo a sinifi ar c’hraç, anez pehini netra na ell beza benniguet, consacret na santifiet. An daouarn o veza consacret ha guelc’het, an escop a bræzant da bep-unan eus an ordinantet ur c’halir e pehini ez eus guin ha dour, ha var behini ema ive ar blatinen hac ar bara da gonsacri : etre ma talc’h an ordinant an objedou-ma etre e zaouarn, an escop a lavar : recevit ar galloud da offr ar sacrifiç da Zoue, ha da zelebri oferennou quen evit ar re veo, quen evit ar re varo : accipe potestatem offerre sacrificium Deo, missasque celebrare tàm pro vivis quàm pro defunctis, in nomine Domini. Neuse ar veleyen nevez a lavar an oferen assamblez gant an escop, hac a brononç assamblez ganthan ar c’homzou eus ar gonsecration, ha quemen-ma evit disquez an union vras a dle beza etre an escop hac ar veleyen, hac ive evit heuill ur c’hustum ancien hervez pehini an oll veleyen pere a vije præsant a lavare an oferen assamblez gant an escop, evit disquez ar pers-bras o deus an oll gristenien er sacrifiç pehini a dleont da offr ive assamblez gant ar belec a behini e partageont, en ur fæçon-bennac, ar veleguyach, hervez comzou an abostol

  1. [Ibid., De ordin. presbyteri.]