sant Per : genus electum, regale sacerdotium [1] ; rac-se ive ar belec a lavar epad an oferen, oc’h en em adressi d’an oll assistantet : pedit, va breudeur, evit ma vezo va sacrifiç hac hoc’h ini agreabl da Zoue. Goude beza roet ar gommunion d’ar veleyen yaouanq, dindân ur speç hepquen, an escop a recommand anezo da Zoue, hac a ordren dezo recita an abrege eus ar feiz pehini a dleont da breseg d’ar bobl : neuse e leveont assamblez symbolen an ebestel, goude pehini an escop a asten e zaouarn azioc’h pen pep-unan anezo en ur lavaret : recevit ar Speret Santel; ar pec’hejou a vezo pardonet d’ar re da bere ho fardonnot, hac a vezo dalc’het d’ar re da bere ho dalc’hot : accipe Spiritum Sanctum ; quorum remiseris peccata, remittuntur eis, et quorum retinueris, retenta sunt. Goude-se, an escop a zisplec ar gazul pehini a oa pleguet azioc’h o diou-scoas, evit rei dezo da gompren penos o deus recevet ar galloud, non pas hepquen da gonsacri corf ha goad hor Zalver Jesus-Christ, repræsantet dre’r c’hostez displec eus ar gazul, maes ive ar galloud da liama ha da zisliama e oll vemprou, da lavaret eo, e oll vugale, ar pez a oa repræsantet dre’r c’hostez pleguet eus ar gazul, aroc m’o devoa recevet ar galloud da effaci ar pec’hejou.
E certen escoptiou e publier e prôn an oferen-bred, ur vech bep sul, epad tri sul, hanvou an dud yaouanq a dle receo an urzou sacr, ha quemen-ma evit o recommandi da bedennou ar bobl fidel, hac evit anaout hac ên a zo un ampechamant bennac evitho da receo an urzou… An ampechamanchou ma a hanver irregularite, hac a
- ↑ [I. Pet. II, 9.]