gonsider e daou seurt, lod naturel ha lod criminel… Eiz ampechamant naturel-so : 1° an defaut a speret ; 2° caout un difformite bennac ; 3° beza bastard pe esclav ; 4° caout brud-fall ; 5° receo an urzou aroc an oad ; 6° beza incapabl da ober deveriou ar garg a recever ; 7° beza bet demezet diou vech ; 8° beza contribuet da varo unan-bennac, er brezel pe elleac’h-all… An ampechamanchou criminel-so : 1° beza estropiet, a espres, unan-bennac ; 2° ober profession bublic a hæresi ; 3° violi censuriou an Ilis ; 4° receo an urzou sacr dre finessa hep beza choaset ; 5° exerci certen fonctionou eus a urzou sacr hep beza o recevet ; 6° receo gant bolontez franq, pe a espres, diou vadiziant… Ar pap a ell dispanç eus an oll ampechamanchou-ma, hac an cscop eus a lod anezo.
An urs a escop a zo ive un urs veritabl ; en urs-ma, evel en urzou-all, ar vatier a so imposition an daouarn, hac ar furm ar beden a ra an escop consecratour en ur asten e zaouarn azioc’h pen an ini da behini e rô an urzou… Un escop hepquen a ell ordren ur belec escop, mæs ur c’hustum aprouet eo caout tri escop evit rei an urs a escop da ur belec. Unan eus an tri escop a zo hanvet an escop consecratour, hac an daou-all an esquibien assistantet. Unan eus ar re-ma a len nomination ar belec a zo choaset da veza escop hac aprouet gant ar pap ; goude e len bull ar pap pehini a ordren e sacri escop. An escop a receo diou onction græt gant an oleo sacr, ha non pas gant oleo ar gatechumenet evel ar veleyen, unan var e zaouarn hac un all var e ben. An escop a ell rei oll sacramanchou : ên eo a ro ar galloud da exerci ar