Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/453

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
421
pedervet loden.

fonctionou sacr hac ar galloud a juridiction en e escopti.




VAR AR BRIEDELEZ


Ar briedelez a zo an union legitim ha padus, evit ar vuez, laqueet gant Doue etre ar goas hac ar plac’h evit popli ar bed hac en em sicour, hac a zo hirio ur sacramant pehini a ro d’an dud a zemez ar c’hraç da veva assamblez santelamant, ha da rei d’o bugale un descadurez hervez Doue.

Ar guer priedelez, ê latin, nuptiæ, matrimonium, consortium, conjugium, a ro da entent deveriou ar priejou pere ne dleont antren er stad-ma nemet dre volontez an Autrou Doue, goude beza evel en em guzet (nuba), evit caout bugale (matrimonium), evit beza ato assamblez (consortium), hac evit en em sicour an eil eguile (conjugium, commune jugum ducere).

Ar briedelez so un union legitim, da c’houzout eo, un union contractet hervez custumou ha lezennou ar vro e pehini e vever ; rac al lezennou just a zo ur squeud eus a lezennou eternel an Autrou Doue, pehini-so mæstr absolu da guement-so, un union contractet a-enep custum ha lezennou ar vro, ne dê netra-all-ebet nemet ul libertinach veritabl.

Laqueet gant Doue : ar briedelez a voue instituet gant Doue e commançamant ar bed. O veza furmet corf Adam eus a un tamic douar, e crouas ive e ene, da lavaret eo, he greas eus a netra, evel ma crouas ive ene Eva, hor mam guenta, pehini a dennas eus a unan a gostou