Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/456

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
424
doctrin ar guir gristen.

abalamour quemen-ma ve control da beoc’h un ty ha da instruction-vâd ar vugale : cousgoude, Doue er bermetas, goude an diluch, da Abraham, da Jacob ha da gals a batriarchet-all, evit gallout popli quentoc’h ar bed ; mæs lezen Moyses, pehini a bermete quemen-ma d’ar Yuzevien, a heanas, var ar poent-ma, querquent a ma teuas ar bed da veza poplet avoalc’h : an den, eme ar Scritur, a zilezo quentoc’h e dad hac e vam eguet e bried (ha non pas e briejou): adhærebit uxori suæ [1] et non uxoribus [2]. Evel-se, hervez an urs admirabl eus a brovidanç Doue, e caver bian an diffaranç-so etre an niver eus ar voazet hac eus ar merc’hed. Jesus-Christ en deus parlantet deomp en ur fæçon ar sclerra eus a bers e Dad eternel, hac a lavar penos eo criminal-bras an ini a gaç-quit e bried hac a guemer un-all, mæs brassoc’h criminal eo c’hoas an ini a zalc’h e bried hac a guemer un all en he frezanç : omnis qui dimittit uxorem suam et aliam ducit mœchatur [3]. Sant Paul a zesq deomp ar memes guirionez, hac ar c’honcil a Drant a deu da excumunugui an ini a lavar penos eo permetet d’ar gristenien caout assamblez meur a bried [4]. Permetet eo caout meur a c’hreg, an eil goude maro eben, pe meur a voas an eil goude maro eguile, ha dimisi en un oad avancet evit galloud caout souten : mortuo viro, liberata est a lege viri, cui vult nubat, tantùm in Domino [5]faciamus ei adjutorium simile sibi [6] Caout bugale ha caout souten, cetu evit petra eo bet instituet ar briedelez.

Ar briedelez so ur sacramant, da lavaret eo, ur sîn sansibl ; evel-se consantamant ar priejou pehini a roont a vouez huel, e præsanç tes-

  1. [Gen. II, 24 (ha Matth. XIX, 5 ; Marc. X, 7 ; Eph. V, 31)]
  2. [Ven. Beda, Expos. in Evang. Marci, III, ad loc.]
  3. [Luc. XVI, 18..]
  4. [Concil. Trident., Sess. XXIV, can. 2.]
  5. [Aug., De bono viduitatis, c. IV (hervez Rom. VII, 3).]
  6. [Gen. II, 18.]