nor a zo fontet var doujanç ha carantez Doue ; an dud a zemez a dle eta ober o fossubl evit lacat Doue a un-tû gantho, ha credi parfet penos en devezo sourci anezo. Eürus ar priejou etouez pere Doue a ra e zemeuranç ! beva a reont e peoc’h, suporti a ra an eil defautou eguile, rei a reont an exempl-vâd d’an nessa, meuli a reont Doue assamblez var an douar hac er meuli a raint assamblez en êe !!!
Beza ez eus meur a stad a vuez da bere e c’heller beza galvet gant Doue ; darn a zo galvet da veza tud a Ilis pe da antren er gouent ; darn-all da chom er bed hep dimizi, hac an darn-vuia a zo galvet d’ar stad a briedelez.
Mar hoc’h eus ar bonor da antren er stâd da behini oc’h galvet e vezo meurbed æz deoc’h en em zavetei er stad-se, mæs ive ho silvidiguez a vezo diæz-bras, mar quemerit ur stad a vuez pehini na zere quet ouzoc’h. Unan a ra mâd e silvidiguez en arme hac a vize en em gollet, ma vize bet den a Ilis ; un all en em goll en ur gouent hac a vize bet en em zaveteet, ma vize chomet er bed ; un all, erfin, en em zaoun er briedelez, hac a vize bet ur zant ma na vize quet bet demezet. Mâd-bras eo deoc’h eta, tud yaouanq, anaout ar stad da behini oc’h galvet.
Evit-se, goulennit digant Doue e sclerigen, hac evit ma vezo selaouet ho peden renoncit da blijaduresou difennet ar bed, d’ho coal inclinationou, ha da guement a ell displijout da Zoue.