Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
doctrin ar guir gristen.

c’homzou ha d’o c’hreden. Levriou an Testamant nevez, evel levriou an Testamant ancien, a zo eta guirion : Doue eta en deus parlantet ; quemen-se a zo avoalc’h. Descomp, credomp, caromp, adoromp, heuillomp, a greiz hor c’halon, quement en deus lavaret, pe nî er c’hompren, pe nî n’er comprenomp quet : o veza ar virionez, na ell nac hon trompla nac en em drompla e-unan.

var myster an drindet

Guelet hon deus penos ez-eus un Doue infiimant parfet pehini en deus crouet quement-so, a zo præsant dre oll, a c’houarn pep tra ; penos en deus parlantet d’an dud, guechal dre voyen ar batriarcnet hac ar brofetet, ha da ziveza dre voyen Jesus-Christ, e vab unic, hor Zalver. An Doue-se infinimant parfet a zo un Doue unic ê tri ferson : Tad, Mab ha Speret Santel. Ne deus nemet un Doue, ha na ell beza nemet unan : ar Scritur, hac ar ræson he-unan fontet var ar feiz a ro deomp ur breuven sclear eus a guemen-ma.

I. Ar Scritur : me a zo, eme Zoue e-unan, an ini a zo : ego sum qui sum [1] ; da lavaret eo an ini a zo dreizan e-unan ; an ini n’en deus bet commançamant, ha n’en devez a fin-ebet ; an ini ne zepand diouz den hac a behini e tepand pep tra. Evel-se Moyses a adressas guechal ar c’homzou-ma d’ar bobl a Israel: « An ini a zo, en deus va digacet d’ho caout : qui est, misit me ad vos [2]; cetu ama, ar pez a lavar an Autrou ho Toue : Pobl a Israel, anavezit e zoun un Doue unic, ha penos n’en deus Doue-all-ebet nemedon-me : me eo an ini en deus o tennet eus a zin-

  1. [Ex. III, 14.]
  2. [Ibid.]