Mar clevit ar vouez a Zoue oc’h ho quervel d’ar stad a briedelez, considerit penos er stad-se ez eus bet hac ez eus c’hoas cals-bras a zænt : ar stad-se eo a ro d’an Ilis he ministret, d’ar vro e zifennourien ha d’ar barados e habitantet ; mâd ha santel eo, eme an abostol [1], mæs diouallit pe seurt carantez ho toug da glasq ar personach a blich deoc’h ; rac beza ez eus ur garantez fall fontet var al lubricite, ha na bad quet pell. An drouc speret a laca alies ar seurt carantez e calonou an dud yaouanq hac he zên digantho pa vezont demezet : an drâ-se so pen caus ma ez eus quement a zimiziou maleurus ha quement a gassoni, a drouç hac a zizurs etouez an dud.
Ar garantez hac an istim hoc’h eus evit ar personach a zezirit evit pried, a dle beza fontet cals-muioc’h var ar vertus, egued var ar guened hac ar madou pere ne rentont guet an den eürus, mæs pere a zo traou væan na fragil-meurbed. An ini a choasit evit pried a dle beza ispicial humbl, sobr, modest, acquetus da labourat, da dostaat ous e zacramanchou ha da bellaat eus an assambleou difennet, hac eus a gompagnunez an teodou fall hac an dud a voal exempl.
Un den honest, ur c’hristen-mâd a zo bepret leal ha guirion ; evel-se na dleit quet darempredi meur a bersonach assamblez evit ar briedelez, na permeti beza darempredet hoc’h-unan : un den a promet da veur a hini, pe a lez un all en ur fals-creden, a zo un trompler pehini a ra alies gaou eus e nessa, en e ene, en e enor hac en e vadou ; ur seurt cundu a zo horrubl dirac Doue ha dirac an dud. Un drâ fall eo c’hoas en em darempredi re-bell amzer : dre eno en em exposer da rei roll
- ↑ […]