d’ar goal-deodou hac alies goal exempl da ur barres pen-da-ben : sulvui en em darempreder, sulvui ec’h anavez an eil defautou eguile ha sulvui en em dic’houter : bezit sur penos mar deo an den-se an hini en deus choaset Doue deoc’h, ho pezo ho taou ar memes santimanchou an eil evit eguile. Mæs ar brassa eus an oll dizurzou eo en em zisposi d’ar briedelez dre ar c’hrim. Oh, va Doue ! penos e root-hu ho penediction d’ar seurt dimiziou-se ? Tud yaouanq, ho pezit sonch eus an avis-ma : ho tever eo difiziout ac’hanoc’h boc’h-unan, beilla ha pedi !
Pa ho pezo græt ho sonch da zimizi goulennit permission ho quærent, ispicial, permission ho tad hac ho mam ; ma ne accordont quet deoc’h ar pez a c’houlennit, ne vurmulit quet, rac alies an dud yaouanq en em dall, ha ne anavezont o dallentez nemet re-zivezad ; mæs ar guærent ive a dle compren peguen dangerus eo miret ous ho bugale ne antreent er bed, hervez o faltazi.
Diouallit da eureugi, na memes da zimizi gant un ampechamant bennac ; mar douetit, consultit ho coëssour, gant aoun na ve null ho timizi. Beza ez eus daou seurt ampechamanchou : lod a zo hanvet ampechamanchou dirimant, ha lod-all ampechamanchou prohibitif ; an ampechamanchou dirimant, evel ma’z-eo beza quærent betec ar bempet pazen, a lam digant an dud ar galloud da gontracti priedelez, pe a rent null an dimiziou contractet ; an ampechamanchou prohibitif ne