rentont quet null an dimiziou, mæs hepquen coupabl ar bec’het ; dre exempl, pa eureuger da zerten amzeriou-so er bloas, evel ma’z-eo goude ar sul quenta eus an Azvent betec antronos gouel ar Rouanez, ha goude meurs al lard betec antronos ar C’hasimodo.
Pedit Jesus ha Mari da assista en hoc’h eured, evel guechal en eured Cana e Galilee ; hac evit-se tremenit santelamant an amzer etre ho timizi hac hoc’h eured : grit, mar plich gant ho coëssour, ur goëssion general eus ho puez, evit gallout rapari ar fautou ho pe græt en ho coëssionou tremenet, caout muioc’h a gueuz d’ho pec’hejou ha beza guelloc’h disposet da cench a stad a vuez ha da receo ar sacramant a briedelez pehini a zo unan eus a sacramanchou ar re veo, da lavaret eo, eus ar sacramanchou a dleer da receo e stad a c’hraç, dindân boan da gometi ur sacrilach ha da gommanç hoc’h union dre ar pec’het, ar pez a ve ar maleur ar brassa. Na bermetit quet e ve en ho compagnunez tud dibarfæt ha difeiz epad cerimoni hoc’h eured ; mar grit fest, ra vezo, evel Tobï, gant tud fur, tud sobr, tud a zoujanç Doue [1] : na bermetit na comzou bavard, na sonjou fall, na danç-ebet en deiz caër-se. Ar re a assist en un eured a dle gouzout ne de quet evit tenna var ar priejou nevez coler Doue eo ez int bet pedet, mæs evit goulen digant Doue evitho, ar graçou a bere o deus ezom evit beva en e zoujanç hac en e garantez.
Na bermetit quet ive e vez græt en nôs hoc’h eured ar jeuyou hac ar farcerezou-se control d’ar vodesti pere, siouas, a zo quer commun, ha pere ne allont nemet rei songesonou-fall d’ar re o gra
- ↑ [Cf. Tob. II, 2 : adduc aliquos de tribu nostra, timentes Deum, ut epulentur nobiscum.]