Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/464

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
432
doctrin ar guir gristen.



PEMPET LODEN.


————
VAR AR PEC’HET E GENERAL.


Ar pec’het a so ur zonch, ur gomz, un action pe un omission, control d’al lezen ha d’ar volontez a Zoue. Dre lezen Doue, e c’hententer ama quement en deus gourc’hemennet dreizan e-unan, pe dre ar re-all : rac-se, dre lezen Doue e tleer entent al lezen naturel,^al lezen divin hac al lezen humen. Al lezen naturel eo an ini en deus scrivet Doue ê calon an oll dud evit o douguen d’ar mâd hac o distrei eus an drouc ; al lezen divin eo al lezen en deus roet deomp dre voyen ar revelation, hac al lezen humen eo an ini a recevomp digant hor superioret pere a zalc’h e blaç dirazomp. Al lezen a recevomp digant hor superioret ecclesiastic a zo hanvet lezen ecclesiastic, hac an ini a recevomp digant hor superioret civil a zo hanvet lezen civil. Pec’hi a so eta songeal, lavaret, ober un drâ-bennac a-enep unan-bennac eus al lezennou-se pere a c’hourc’hemen Doue deomp da viret.

Pec’hi a eller dre ignoranç, dre zempladurez, dre valiç, dre habitud.

Pec’hi dre ignoranç a so ober an drouc, pe chom hep ober ar mâd da behini e oar obliget, abalamour ne ouzor quet ar pez a eller hac a dleer da c’houzout. Beza ez eus cals a draou pere a dle pep-unan da anaout adalec an usach a ræ-