Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/468

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
doctrin ar guir gristen.

nation d’an drouc, hac ar c’horf, dre ar boan hac ar maro.

Cetu aze an effejou trist eus ar pec’het originel ; mæs an oll o veza pec’het en Adam, evel a lavar an abostol [1], an dorn eus a justiç Doue ne dê quet en em gontantet da bunissa hepquen hon tad hac hor mam guenta, punissa a ra c’hoas o fec’het e quement den a zo deut hac a deuï var o lerc’h : en hevelep fæçon, quement den-so disquennet eus a Adam, oc’h excepti ar Verc’hes Vari, a so oll coupabl eus ar pec’het originel ; oll ez-int bugale a goler, filii iræ [2] ; esclaved d’an drouc speret, aroc hac en ur dont var an douar ; oll ez-int sujet d’ar boan ha d’ar maro ; poan o deus e tout er bed ; poan ha chagrin o deus epad o buez, ha ne varvont nemet gant poan : oll hon deus evit partach an ignoranç, an inclination d’an drouc ; an den ne oar netra e commançamant e vuez, ne zesq nemet dre boan, ha c’hoas e zescadurez ne dê ive casi netra : santout a ra abred goal inclinationou pere en distro eus ar mad hac en doug varzu an drouc, dre fæçon ma’z-eo buez an den ur brezel cuntinuel var an douar, evel a lavar an abostol [3]. Perac, eme c’hui, ez-omp-nî condaonet d’ar poaniou-se-oll abalamour da bec’het hon tad quenta ? Quemen-ma a zo ur myster, da lavaret eo, ur virionez pehini ne allomp quet da gompren : credi a dleomp humblamant ha douja ar justiç a Zoue pehini a bunis ar pec’het en ur fæçon quen rigolius. Doue a lavaras da Adam : mar zentit e viot eürus, c’hui hac hoc’h oll vugale ; mæs mar dizentit, ho pezo, c’hui hac hoc’h oll lignez, cals a boan hac a viser ; pec’het en deus , hac e bec’het en deus poëzet varnezan,

  1. [Rom. V, 12: per unum hominem (…) in quo omnes peccaverunt.]
  2. [Eph. II, 3.]
  3. [Gw. Eph. VI, 10-20.]