Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/470

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
438
doctrin ar guir gristen.

jou-all : chom a ra en hon ene an ignoranç hac an inclination d’an drouc, hac hor c’horf a so ive chomet sujet d’ar boan ha d’ar maro ; mæs comzou Doue a lam an ignoranç eus hor speret hac a zervich deomp er vuez-ma da c’houlou ha da sclerigen : lucerna pedibus meis verbum tuum [1] ; hor goal inclinationou a ellomp ive ato da drec’hi dre an nerz eus a c’hraç Doue pehini a vez bepret accordet deomp dre vilitou Jesus-Christ, pa he goulennomp a greiz hor c’halon : poaniou ar vuez-ma a burifi hor vertus hac a gresq hor milit dirac Doue : ar maro a zo ur c’hounideguez mori lucrum [2], rac taul ar maro eo an taul pehini a dor chaden hor c’haptivite hac hon laca da jouissa eus al liberte a vugale Doue, hac eus un eurusded eternel. Maro e voamp dre bec’het Adam, mæs ressuscitet omp dre c’hraç Jesus-Christ ; chomet eo gueneomp restajou ar maro ; mæs en em zervichomp anezo evel eus a restajou un ty-coët, evit sevel un ty infinimant caëroch, da lavaret eo, evit cresqui hor milit hac hon recompanç dirac Doue !




VAR AR PEC’HEJOU ACTUEL,
VENIEL HA MARVEL.
————
var var ar pec’het veniel.

Ar pec’het actuel eo an ini a gometomp hon-unan, dre hor bolontez propr, goude an usach a ræso, da lavaret eo, pa ellomp diffaranti an droug eus ar mâd. Daou seurt pechejou actuel-so : ar pec’het veniel hac ar pec’het marvel.

  1. [Ps. CXVIII, 105.]
  2. [Phil. I, 21.]