Ar pec’het veniel a zo un dizoboissanç da lezen Doue, dre behini ne gollomp quet e c’hraç, mæs pehini a ra deomp displijout dezan, a zempla ennomp e c’hrag hac hon dispos d’ar pec’het marvel.
I. Ne gollomp quet graç an Autrou Doue dre ar pec’het veniel, abalamour ne doromp quet e lezen en ur poent important, na gant gouizyegues, pe dre valiç-vras ; rac-se ar pec’het-se a so hanvet veniel, da lavaret eo, pardonabl : veniæ locum præbens. Cousgoude, ne dê quet aoualc’h da ur c’hristen en em viret diouz ar pec’het marvel, red eo dezan caout ur zourci-vras d’en em viret diouz ur pec’het veniel… Daou seurt pec’he-jou veniel-so : darn a zempladurez hepquen, pere a gometer hep evez, evel caout ur moment a impatiantet, ur moment a væn c’hloar, ur moment a ziegui : eus ar seurt pec’hejou-ma eo e parlant ar Scritur sacr, pa lavar penos an den just a goëzo seiz guech bemdez, da lavaret eo, alies, hac en em zavo adarre [1] : darn-all a zo grevussoc’h e pere e coëzer gant gouizyeguez, dre atach pe dre valiç. Sant Augustin [2] a deu da gompta un niver bras eus ar seurt-ma : dibri hac eva hep ezom ; parlant muioc’h eguet so dleet ; têvel pa dleer parlant ; comz rust oc’h pried, oc’h servicherien, ha memes oc’h beorien ; tremen an amzer o lavaret comzou diprofit ; beza diegus da zevel ; beza re-zilicat en dibri pe en eva ; chom hep chasseal, buanna ma c’heller, ar zongezonou vil, ha memes ar zongezonou vean ha dibrofit, pere a ell hon douguen d’an impurete, d’ar gassoni, d’ar vengeanç, pe da ur pec’het-all bennac ; ar guevyer dister, ar c’homzou flemus,