Ar pec’het marvel eo an ini a ro ar maro d’hon ene, hac hon rent dîn eus ar poaniou eternel. Marvel a sinifi a ro ar maro : pa bec’homp marvelamant, e roomp ar maro d’hon ene, o coll graç Doue pehini eo he buez. Cousquet a reomp diremors, siouas, ha ne gomprenomp quet ema ar maro en hor c’hreiz : bale ha labourat a reomp dinec’h, ha ne sonjomp quet e maro al loden breciussa ac’hanomp penini eo hon ene !… Allas, er stad horrubl eus ar pec’het marvel, n’ez-omp beo nemet a hano, maro omp en effet dirac Doue, eme ar Scritur ! [1] Mancout a reont eta a feiz pe a speret an dud-se oll pere a ell en em rejouissa goude beza pec’het marvelamant, a lavar deomp sant Ian-Chrisostom [2] ha sant Thomas Aquin [3]… Pec’hi marvelamant a so terri gant anaoudeguez ha gant ur gonsantamant parfet, lezen Doue en ur poent bennac a gonsecanç : lavaret a ran gant anaoudeguez ha gant ur gonsantamant parfet, rac an defaut a anaoudeguez pe a gonsantamant a iscus a bec’het, pe da viana er biana cals ; evel-se, an ini a laz hep gouzout, pe dre gontraign, un den elleac’h ul loen, ne bec’h quet, abalamour ma vanq a anaoudeguez pe a liberte.
Ar pec’het hepquen eo ar guir droug, o veza ma ra deomp coll graç Doue, pehini a so ur c’holl incomprenabl, ha ma hon rent dîn eus an ifern a behini na eller quet en em denna. An oll goallou-all n’ez int quet da veza comparachet, abalamour ma c’hellomp tenna profit anezo, oc’h o souffr gant patiantet, e speret a binigen. Poa-