tân quer poasus ma têvo betec goëled ar meneziou ar re huella, hep ma c’hallo cousgoude consum an eneou collet-se ! Abscondam faciem meam ab eis… et ignis fundamenta montium comburet [1]. Daou seurt tourmanchou a andurer eta en ifern : an tourmant da veza da jamæs dispartiet diouz Doue, hac an tourmant da veza eternelamant en un tân poasus en tû-all d’ar pez a eller da gompren. Allas, ama var an douar, ne songeomp quet peguer bras droug eo ar c’holl eus ar guel a Zoue ! ama, hon ene a so evel en ur prison tênval pehini he ampech d’en em zevel varzu Doue; mæs dispartiet eus he c’horf hac ive gant he c’horf goude ar resurrection, an ene en em zao continuelamant varzu he c’hrouer evel ur flam-tân var-zu an êe ; mæs, allas, prononcet eo ar zetanç terrubl-ma : pellait diouzin, tud milliguet, it d’an tân eternel ! [2]N’en deus mui union-ebet evitho gant Doue ! birviquen n’o devezo an heur-vâd d’er guelet na d’er possedi ! Doue memes ne dê quet en em gontantet d’o c’haç pell diouthan, roet en deus ive dezo e vallos pehini o golo evel ur viscamant hac a stard anezo evel ur gouriç pehini a renquint da zerc’hel epad an oll eternite ! Ober a rencont ho demeuranç en tân, mæs en un tân ellumet gant ar c’hüez eus a goler Doue ! en tân scrijus-se e ma-int, evel ar pesq en dour : ne velont ha ne zantont nemet tân ! goulen a reont p’heur e c’hechuo o zourmant ? hac ur vouez a respont dezo : biquen ! ped’heur eo, a c’houlennont-y c’hoas, hac ar memes mouez a respont: an eternite ! O eternite ! eternite ! c’hui a zo scrijus hac horrubl ! Cetu ar beamant dleet d’ar pe-c’het ! O Doue, grit d’în ar c’hraç da effaci va fec’hejou, hac ar c’hraç na bec’hin mui !!!
- ↑ [Deut. XXXII, 20 : Abscondam faciem meam ab eis ; 22 : Ignis succensus est in furore meo, et ardebit usque ad inferni novissima : devorabitque terram cum germine suo, et montium fundamenta comburet ; 23 : Congregabo super eos mala, et sagittas meas complebo in eis ; 40 : Levabo ad cælum manum meam…]
- ↑ [Matth. XXV, 41 : Discedite a me maledicti in ignem æternum.]