Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
doctrin ar guir gristen.


Francichen, goloet eus a devaligen hac eus a lorgnez ar pec’het, a oue disquiantet avoalc’h evit adori an traou crouet, evel ar meneziou, ar guez, an dud coz hac an dud fall-memes. En amzer drist-se, e vize guelet dre-oll an auteriou profanet, ar c’hroaziou discaret, an templou santel distrujet. Alies ar plaçou public, ar ruiou, an henchou memes a vize goloet a chafodou hac a bep seurt instrumanchou a varo : ne glêvet a bep-tu nemet clêmou an dud just o vervel dindan tauliou ar re fall, victimou d’ar vrassa injustiç : ar Franç pehini a rê guechal admiration ar broïou tro-var-dro, ne offre mui d’an Europ spountet nemet an imach horrupl eus a gavarn ur vanden laeron pere en em vuntre evit caout an eil peadra eguile. Evel-se an den abandonet gant Doue ha lezet da veva en ê rôl, ne dê ne-met ur zourcen a vreinadurez hac un abym a zizurz.

III. Ar ræson eta fontet var ar feiz a zesq deomp penos ne deus nemet un Doue ha na ell beza nemet unan ; mæs (ar revelation, da lavaret eo, ar pez en deus Doue discleriet deomp, hac a zo ive merquet en e Scritur, a ro deomp sclær da anaout penos ez-eus tri ferson ê Doue : Tad, Mab ha Speret Santel) en deiz ma recevas hor Zalver ar vadiziant er rifyer Jourden, er moment-ma sortie eus an dour, an êe a zigoras, ar Speret Santel, dindan furm ur goulm, a zisquennas hac a reposas varnezan : er memes amzer e oue clevet ur vouez eus an êe o lavaret : hennez eo va Mab muia caret, an objet eus va c’homplezançou, selaouit mad anezan [1]. Cetu a ze tri ferson an Drindet ; an Tad pehini a barlant,

  1. [Gw. Matth. III, 13-17.]