Ar pec’hejou capital a zo evel-se hanvet o Ve-za ma zint pennou, capita, pe zourcennou an oll bec’hejou-all. Ar pec’hejou capital a zo d’ar pec’hejou ar pez ma’z-eo ar mor d’ar rifyerou ; ar re-ma a zorti eus ar mor evel ma sorti an oll bec’hejou-all eus ar pec’hejou capital. Beza ez eus seiz pec’het capital : ourgouill, avarisdet, luxur, avi, gourmandis, coler ha diegui. Hanvet int ive ar seiz pec’het marvel, mæs hep ræson, rac marvel pe veniel e c’hallont beza, hervez ma cuëz er cals pe nebeud enno, hac hervez ar gonsantamant gant pehini o c’hometer. Ar pec’hejou capital a zo daou seurt anezo, eme sant Gregor [1] : darn a zo pec’hejou ar speret, ha darn-all pec’hejou ar c’horf, evel al luxur hac ar gourmandis : pec’hejou ar speret a zo brassoc’h, eme ar memes doctor ; mæs pec’hejou ar c’horf a dên muioc’h a zizenor var an ini o c’homet.
I. An ourgouill a zo ur garantez dreist-vuzul pehini en deus an den evithan e-unan, hac evit ar c’haliteou en deus pe a sonch dezan da gaout, pehini a ra dezan en em zevel azioc’h ar re-all, o credi ez int oll disterroc’h evithan… Lavaret a ran ur garantez dreist vuzul, rac permetet eo
- ↑ [Greg. M., Moral. in Job, XXXI, 45.]