Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/482

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
450
doctrin ar guir gristen.

zorti eus an ourgouill, evel ar rifierou eus ar mor, pe evel ar brancou eus ar vezen ; conta a rer dec seurt anezo, pere so : ar væn gloar, ar fougasserez, an ambition, an ipocrysi, ar garantez evit an nevezentiou, an aheurtamant, an drouguiez, an disputou, ar bresomption hac an disoboissanç.

II. Ar c’henta hac ar guella remed a-enep an ourgouill eo an humilite. An humilite, eme sant Bemard, a so ur vertus pehini hon doug d’en em zisprisout dre ar guir anoudeguez ac’hanomp hon-unan. Humilitas est virtus, quâ quis verissimâ suî cognitione sibi ipsi vilescit [1]. Rac-se ne ma quet er c’homzou, nac en oberou memes ; lavaret comzou humbl, ha douguen habijou modest a so mâd-bras ; cousgoude, quemen-se ne dê quet aoualc’h evit beza humbl : cals a dud o deus habijou modest var o discoas ha comzou humbl en o guinou, hep caout cousgoude an humilite en o c’halon : un drâ hepquen pehini a zisplich dezo a so aoualc’h evit rei da anaout penos n’ez-int quet quen humbl ha ma seblantont beza : tange montes etfumigabunt [2]. An humilite a zo eta ur zantimant izel pehini hon deus ac’hanon hon-unan fontet var an anoudeguez eus hon neant hac eus hor miser… O va Doue, roit d’în eta ar c’hraç d’hoc’h anaout ha d’en em anaout va-unan ! Roit d’in ar c’hraç da zesqui gueneoc’h beza douç hac humbl a galon ! Evit-se eo red d’în souffr gant patiantet quement a erruo gueneên er bed-ma.

Var an avarisdet.Remejou.

I. An avarisdet a zo ur garantez dreist voder

  1. [Bern. De grad. humil. et superb., I, 2.]
  2. [Ps. CXLIII, 5.]