vech ma’z-eo antreet enny. An den avaricius a gleo lên ha preseg comzou Doue ; mæs pa barlanter memes eus an avarisdet ne gred quet e parlanter eus e dech, rac ne sonch quet en deus re a vadou na memes aoualc’h.
II. Mar fell deomp goaranti hor c’halon eus ar viç-ma, selaouomp-mâd petra lavar deomp hor Zalver : en em zihoallit dioc’h pep avarisdet, rac petra zervich d’an den gounit ar bed-oll, mar coll e ene ? [1] Ne zestumit quet a denzoriou var an douar, ar mergl hac ar prênved a ell o dibri, pe al laëron o dizolo hac o laërez ; mæs destumit, dre hoc’h œuvrou-mâd, tenzoriou ebars an êe, elleach ne ra domach-ebet, nac ar mergl, nac ür prênved, nac al laëron [2]. Diæz-bras eo caout madou ha derc’hel ar galon distag outho. Allas, ar madou-se pere a renquimp hep dale da zilezel, goude beza coustet deomp quement a boan, a vezo ar pen-caus eus hon daonation : ne gacimp guenêomp d’ar bed-all, nemet ar c’heuz d’o lezel var hon lerc’h pe ar c’hrim da veza o goal acquisitet : hon hæritourien ingrat n’o devezo sonch-ebet ac’hanomp, na truez-ebet ouzomp ! O va Doue, distaguit va c’halon diouz an traou crouet, ha troit anezi varzu-hac-ennoc’h ! Inclina cor meum, Deus, in testimonia tua, et non in avaritiam [3]. Roit d’în ar c’hraç da zisprisout an traou terrien, ha da garet an traou cœlestiel ! Evit en em zicour va-unan, e prometan, ama en ho presanç, penos e rin, hervez va galloud, an alusen ar rest eus va buez. Obliget oun, rac er gourc’hemenni a rit d’în, ô va Doue ; barnet ha condaonet e vezo an ini n’he graï quet, ha faut eo an digarezyou a gavomp evit gallout chom hep he ober.