Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/486

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
454
doctrin ar guir gristen.

met pec’hejou lubric, hac a goll querquent e furnez ! [1] O consideri ar punitionou terrubl-ma, piou na gompren quet ar gassoni en deus Doue diouz ar seurt pec’hejou ?… Mæs er bed-all, partach an dud lubric-ma a vezo ul lên a souffr hac a dân e pehini e vezint tourmantet epad an oll eternite : oll faculteou o ene hac oll vemprou o c’horf, o veza m’o devezo bet pers er plijaduresou difennet, a souffro ive, pep-ini, e boan particulier. An daoulagad ne velint eno nemet speçou ar re horrupla occupet oll oc’h o zourmanti : an diouscouarn ne glevint nemet clêmou a arrach hac a zizesper : an difren a vezo tourmantet gant ur c’huëz insupportabl, hac ar vlas en devezo un naoun hac ur sec’het arraget. Oh ! en han-Doue, grit pelloc’h reflexion varnoc’h hoc’h-unan ha var guemen-ma-oll, c’hui tud sensuel ha delicat, pere en em ruill er fanq eus ar pec’hejou mezus ! en em convertissit pelloc’h, nac evit-se en em zervichit eus ar remejou pere a ro c’hoas Doue deoc’h en e vadelez.

II. Tec’hit pell diouz an occasionou dangerus : bezit fidel da Zoue en traou bian : beillit, pedit, yunit ha tostait alies ous o sacromanchou… 1° Dihoallit diouz ar goal occasionou : an ini a gar an danger a berisso ennan, eme an Aviel [2]. Mar guelan ac’hanoc’h, goude ho conversion, o frecanti ar memes tud a voal exempl hac o vont d’ar memes plaçou difennet, e lavarin gant guirionez penos ho conversion ne dê quet sincer aoualc’h, rac n’en deus quet a queuz aoualc’h da veza coëzet, an ini a guntunu da vale dre ar memes hent risclus, a lavar deomp ar Speret Santel : cecidisse satis non piget qui in lubrico ambulat [3]. Petra so

  1. [III. Reg. XI.]
  2. [Eccli. III, 27 (neket en Aviel).]
  3. [Bern., Serm. de temp., in d. Pasch., c. 17.]