varo ha var ar poent da vervel absoluamant [1] : lazit an tân epad ma eo dister, divezatoc’h ne viot quet evit er mouga : ne lezit quet nerz hoc’h adversourien da gresqui, trec’het e viot ganthan : dihoallit, eme an abostol, eus an apparanç memes a zrouc [2].
3° Beillit ive varnoc’h hoc’h-unan : comprenit e ma-oc’h bepred e praesanç Doue : ma ve eur re-bennac o sellet ouzoc’h, ruzia a raffac’h gant ar vez ! na rit quet eta e praesanç Doue hac e praesanç hoc’h æl-mâd, ar pez ne garfac’h quet da ober dirac an disterra den !
4° Ar beden hac ar yun a so c’hoas remejou excellant a-enep ar pec’hejou lubric. Ar seurt drouc sperejou-se, eme hor Zalver, ne vezont chasseet nemet dre ar yun hac ar beden [3]. Evel ma teu an drouç hac ar c’hri-forç da lacat al laëron da guemeret an tec’h hac an amezeïen da dostaat, evel-se ar beden a chasse an drouc speret hac a zigaç d’hor zicour an ælez hac ar zænt. An drouc speret, eme sant Jerôm, en deus aoun rac ar yun, ha rac an instrumanchou a binigen [4]. Ur particulier o veza goulennet digant ur religius perac en devoa yunet sant Ian, pa eo guir, ne oa coupabl a bec’het-ebet ; lavarit d’în, c’hui, eme ar religius, perac e saller ar c’hiq ? Certen, eme hèma, evit er præservi eus ar gorruption. Sant Ian, eme ar religius, a rê ar memes trâ… Greomp evelthan hac ar binigen a vezo evel an holen pehini a bræservo ac’hanomp eus a gorruption ar bed : songeomp en hor finvezou diveza, ha lavaromp ennomp hon-unan gant sant Augustin : evit ur moment a blijadur, un eternite a dourmant ! [5] Tosteomp alies ous hor sacramanchou ha bepred