Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/489

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
457
pempet loden.

gant an dispositionou requis, hac e vezint evidomp an dour mysterius pehini a velc’ho ac’ha-nomp diouz hor pec’hejou : ar vagadurez crên pehini hon rento victorius var hon adversourien, ar bara divin pehini a roï deomp ar vuez eternel.

Var an avi.Remejou.

I. An avi a so un dristidiguez eus ar vâd, hac ur joa eus an drouc a erru gant an nessa… Un dristidiguez eus ar vâd : rac an den avius a guemer mâd ar re-all evel un drouc græt dezan e-unan, dre ma sonch e teu da ziminui e c’hloar ha d’e ampech d’en em zevel. Ur joa eus an drouc : abalamour ma c’hesper profitta eus an drouc-se evit en em huelaat. An den avius eo an ini pehini dre gassoni, dre avarisded, dre c’hourmandis pe dre un desir-all bennac disordren en deus displijadur o velet ar vâd a ra an nessa pe a erru ganthan. Ar pec’het-ma eo pec’het an drouc speret pehini avius eus ar joausdet prometet d’hon tud quenta, a deuas d’o zenti ha d’o lacaat da guëza er pec’het. Doue en devoa crouet an den evit beva da jamæs, mæs an avi a so bet pen-caus d’e bec’het ha d’e varo. Ar maro a so antreet er bed-ma dre an avi eus an drouc speret, eme ar Scritur [1] ; ar re a zo en tû-ganthan, a heuill e exempl. Dre an inclination-fall-ma eo e teuas Caïn da laza e vreur Abel. An avi a voue caus ma quemeras Ezaü ur gassoni horrubl ous e vreur Jacob. Breudeur Joseph er guerzas ive dre avi da varc’hadourien pere a oa o vont en Ægypt ; dre avi eo en deus Saül tourmantet David, hac erfin, evel a lavar an Aviel, dre avi eo o deus ar

20

  1. [Sap. II, 24.]