Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/490

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
458
doctrin ar guir gristen.

Yuzevien laqueet hor Zalver d’ar maro. Eleac’h ma ema an avi hac an drouç, eme sant Jacques, eno e cunduer ur vuez miserabl ha leun a grimou [1]. Sant Ian-Chrisostom a lavar e tleer lemel eus a-douez bugale an Ilis an dud avius, evel ma lamer ar bec’herien bublic hac obstinet [2]. Sant Bazil a c’halv an avi, un drouc insupportabl, finessa ar sarpant hac hent an ifern [3].

II. Effejou milliguet ar pec’het-ma eo : an drouc-preseguerez hac an aquet da zua actionou ar re-all hac ar blijadur a guemerer o velet o fautou, pe an drouc a erru gantho pe a leverer anezo.

1° An ini en deus avi eus un-all a ra e oll bossubl evit e humilia ha noazout dezan : lavaret a ra quement a oar en e-enep, hac invanti a ra var e gompt traou ar re bounnerra, evit gallout en discar. Mar en deus avi eus a ur plaç, eus a ur garg, pe eus a un dimizi, petra ne raï quet an den avius evit dont a ben eus e zessin ? An oll voyenou, memes ar re injusta, a gavo mâd-bras hac a guemero. Ne espergno, nac an drouc-preseguerez, nac ar vuntrerez memes, e cas a ezom. Oh avi milliguet, netra nemet ar vrec’h a Zoue ne all da arreti !

An acquet da zua actionou ar re-all : ar vertus, an devotion, ar c’haliteou-mâd a ra poan da zaoulagad an den avius : o zrei a ra e ridicul, ha credi a ra lavaret penos quemen-se-oll ne dê nemet hypocrisi, finessa, tromplerez hac ambition. O tud miserabl, a lavar deoc’h hor Zalver, ho lagad a zo fall, abalamour ma’z-eo mâd ho preur ! [4] En ho follentez hac en hoc’h arrach e fell deoc’h golo a bri hac a fanq ar sclerdet hac ar

  1. [Cf. Jac. III-IV (dre vras).]
  2. [Jo. Chrys., Homil. XXXI, sup. I. Cor. XII.]
  3. [Basil. M., Homil. XI, de Invidia.]
  4. […]