gaërder eus e vertuziou ! heanit pelloc’h, oberourien a fallagriez, en despet deoc’h, an dud-se a vrillo, er bed-ma memes marteze, hac a drâ certen, er bed-all, evel stered caër epad an oll eternite.
3° Ar blijadur a guemerer o velet fautou hon nessa : oh plijadur infernal ! oh tud avius, beza hoc’h eus evit tad an drouc speret : vos ex patre diabolo estis [1] ; rac henvel beo oc’h diouthan hac e langach eo a barlantit ! an drouc speret ive en deus joa o velet bugale Doue o fazia : ober a ra e bossubl evit o derc’hel er fanq eus ar pec’het, ha cetu eno ar pez a rit hoc’h-unan. Goude ma eo cuëzet ho preur, eleac’h mont d’er golo gant ar vantel eus ar garantez, evel a lavar deoc’h ar Scritur [2], e querzit gant ar morzol hac an tachou eus an drouc-preseguerez, hac eus ar goal deodadou evit er staga ous botanç an dishenor ! Tud ifam, ar vouez eus a voad ho preur pehini hoc’h eus scuillet, a zao betec an êe hac a gri vengeanç en hoc’h enep !
4° Joa hoc’h eus o velet drouc oc’h erruout gant ho nessa hac o clevet drouc-preseg anezan : Doue ive en devezo joa oc’h exerci en hoc’h enep ar rigol eus e justiç, epad an eternite : neuse pelloc’h ho teod milliguet a heano, pe da viana mar lavar un drâ-bennac, e veulo ar justiç eternel a Zoue !
III. Remejou a-enep an avi : caret hon nessa eveldomp hon-unan, beza humbl, disprisout ar madou temporel.
1° An ini a gar e guirionez e nessa evelthan e-unan, pell da gaout avi outhan, en deus joa o velet vâd, ha displijadur o velet drouc, oc’h er-