ruout ganthan. Evit en em guenderc’hel er ga rantez-ma, songeomp alies ez-omp bugale d’ar memes tad, ha memprou eus ar memes corf : ar vugale vianna o deus quement a vir en hæritach o zad evel ar re vrassa; penos eta e c’halfe beza avius an eil oc’h eguile ? Hor memprou en em entent-mâd etrezo : en em zicour hac en em zifen a reont bepret e cas a ezom, an daouarn bac ar memprou-all ne vezont morse avius eus a blaçou nac eus a fonctionou an daoulagad, nac eus a rê an diouscouarn : en em garomp hac en em sicouromp evel-se etrezomp !
2° An dud ourgouillus a zo ato avius, eme sant Augustin [1]; an dud humbl n’ez int jamæs. Ne aviit quet, eme ar memes doctor [2], an talanchou am eus recevet, rac ar profit a dennan anezo, a so couls deoc’h evel d’în va-unan, pa’z-eo guir penos ar madou spirituel a so commun etre an oll fidel. Comprenomp penos ar silvidiguez a so essoc’h er plaçou izel eguet er plaçou nuel, ha penos sul-vui hon deus recevet, sul vrassoc’h e vezo ar gompt a renquimp da renta da Zoue.
3° Perac caout avi eus a enoriou hac eus a va-dou ar bed : ar bonor nê ma quet en o zouez : eürus hepquen, eme ar Speret Santel, an ini a vev e doujanç hac e carantez an Autrou Doue : beatus vir qui timet Dominum [3] ; cetu eno ar bonor a dleomp da zezirout ha da c’houlen : ar rest ne dê netra nemet mogued. Mouguit ar sonch quenta oc’h an avi ; pedit alies evit an ini o beza avi outhan : desirit dezan ar memes mâd evel deoc’h hoc’h-unan : livirit bepret vâd eus an oll, ha songit penos an den avius a vezo un tourmant dezan e-unan ha d’ar re-all, hac un objet a gassoni