Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/494

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
462
doctrin ar guir gristen.

dou an douar, hac abalamour an drouc-preseguer a zo goassoc’h egued ul laer ; goulia a ra calon e vreur, o lacat enni ur glac’har pehini a vrusun e esquern, plaga linguæ comminuet ossa [1]. Dent an drouc-preseguer a zo evel birou hac armou ampoesonet, hac e deaud a zo evel ur c’hleze lêm pehini a ro ar maro : dentes eorum arma et sagittæ, et lingua eorum gladius acutus [2]. An drouc-preseguer a zo un den hep religion-ebet, rac, mar deus unan-bennac hac a gred en deus religion hep lacat ur brid d’e deaud, e religion a zo vean, eme ar Speret Santel : si quis putat se religiosum esse, non refrænans linguam suam, hujus vana est religio [3]. An drouc-preseguer a so mevel an drouc speret pehini en em zervich anezan evit ampech ar vâd hac evit lacat an droug hac ar gassoni etouez an dud. Ar belec, ar barner a beoc’h, an escop, ar præfet-se a laca pep justiç vâd da rên en ur barres, en un escopti, en ur vro ; mæs dont a ra ar goal deaud a ben da zua o brud-vâd, ha neuse-souden ne allont mui ober ar pez a rent diaguent. An daou vignon-se a veve e peoc’h hac en union, mæs ar goal deaud dre e raporchou faus en deus laqueet cassoni da zevel etrezo, n’en em velont na n’en em garont mui.

Ar goal deaud a so ur sarpant cruel : teaud ar sarpant en deus tri vec hac a ra tri vleç assamblez hac en un taul, mæs quen tost an eil d’eguile ma seblantfe ne ve nemet unan ; evel-se ive teaud an drouc-preseguer a ra assamblez tri vleç a bere pep-unan a ro ar maro : an ini a zrouc-preseg en em laz e-unan, henvel eo ous ar venanen pehini a lez he flêm er bleç he deus græt, hac a renq mervel goude : evel-se an drouc-preseguer a ro

  1. [Eccli. XXVIII, 21.]
  2. [Ps. LVI, 5.]
  3. [Jac. I, 26.]