Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/499

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
467
pempet loden.

abalamour d’ar pec’het-ma, avoue lazet er brezel o devoe a-enep ar Philistinet [1]. 4° Pa zebrer en tû-all d’ar pez a zo requis evit beva ha labourat, ar pec’het-ma, eme ar profet Ezechiel, eo en deus rentet coupabl ar guær a Sodom : hæc fuit iniquitas Sodomaæ, saturitas panis [2]. 5° Pa zebrer re-vuan, ha quemen-se dre ar blijadur divoder a gaver o tibri, evel Esaü, pehini evit contanti e c’hloutoni, a verzas e henaourdet evit ur pladad louzou [3]. Ar pec’het-ma a gomet ive ar re a guemer traou control d’o yec’het evit caout ar blijadur d’o zânva… Bezomp sourcius da songeal ê yuniou hac ê souffrançou hor Zalver, er vest hac er guinegr a guemeras var ar groas [4], hac e cavimp blazet mâd pep-tra, eme sant Bernard [5]. Debromp hac evomp hervez hor stad hac hon ezom : pedomp Doue da rei e venediction d’hoc’h pred, ha trugarequeomp anezan goude beza er c’hemeret.

II. Maliç ar vezventi a zo er blijadur dreist-voder a gaver oc’h eva… Pep-tra oll a gondaon, ha netra na iscus ar vezventi, rac ober a ra deomp coll hor yec’het, hor madou , hon enor hac hon ene.

1° Ar yec’het a so ur mâd naturel ar preciussa a recevomp digant Doue : guelloc’h eo yec’het eguet madou-bras : pep-ini a glasq ar yec’het, rac oll e caromp ar vuez : nemo enim unquàm carnem suam odio habuit [6] ; hoguen, ar Speret Santel, pehini na ell nac en em drompla nac hon trompla hon-unan, a lavar deomp penos ar mezvier a viana e yec’het hac a verra e vuez dre ar vezventi : cals a dud, emezan, a varv dre an usach divoder eus ar guin : propter crapulam multi obie-

  1. [Cf. I. Reg. II, 12-17 ; IV, 10-11.]
  2. [Ez. XVI, 49.]
  3. [Gw. Gen. XXVII, 1-40.]
  4. [Gw. Matth. XXVII, 34.]
  5. […]
  6. [Eph. V, 29.]