voâd : non missura cutem, nisi plena cruoris hirundo [1]. Clevit neuse an drouc a reont en o zy d’o zud ha d o bugale pere a laqueont da zizec’ha gant ar glac’har ha da vervel gant an naon ! E calon ar mezvier ema an oll viçou : an ourgouill ; hervez o gomzou n’ez eus den guël na couls hac ên : an avarisdet ; capabl eo da lavaret guevyer, da laërez ha da ober a bep seurt friponerez evit caout peadra da eva : al luxur ; ur mezvier a zo ato un den lubric, rac ar Speret Santel a lavar penos al luxur a zo er guin : nolite inebriari vino in quo est luxuria [2]. Ne gredin jamæs, eme sant Jerom, penos e ve ur mezvier un den chast : ebriosum nunquàm castum putabo [3]. Ar gassoni, an droug hac an drubull, a ne ma int-hy quet etouez ar vezverien, eme ar Speret Santel ? Cui rixæ, cui foveæ, cui sine causa vulnera, nonne his qui commorantur in vino ? [4] Evel-se an Autrou Doue a ro e vallos d’ar seurt tud-ma : væ qui potentes estis ad bibendum ! [5]. Hac an abostol a lavar penos ne antreint biquen ê rouantelez an êe : …neque ebriosi regnum Dei possidebunt [6] ; ne barlant anezo nemet en vouëla o veza ma’z-int inimiet da croas Jesus-Christ : flens dico inimicos crucis Christi [7].
III. Netra ne iscus ar vezventi. Ret eo, a lavar ar vezverien, tremen ous an dud, ober pep-ini e afferiou, heuill ar c’hustum ? lezel an dud da zispign o danvez evel ma plich gantho.
Red eo tremen ouz an dud : ar gristenien guenta a dremene mâd an eil ouz eguile, n’o devoa, eme ar Scritur, nemet ar memes speret hac ar memes calon, ha cousgoude n’en em roent quet d’ar vezventi ; an oll dud a zoujanç Doue a vev hirio c’hoas en ur peoc’h-bras, hac en em gar